Kos, (en henc'hresianeg Κῶς, e gresianeg Κως, en turkeg Istankoy) zo un enezenn eus Bro-C'hres e su an inizi Sporades, e-kichen pleg-mor Gökova. An enezenn zo 40 km a hed hag 8 km a led dezhi. Emañ 4 km diouzh aod Bodrum, e Turkia, er vro anvet Karia en henamzer. Ur gumun eo e diabarzh unanenn beriferel Kos, anezhi ul lodenn eus periferia Enezvor ar Su. Emañ kêr bennañ an enezenn ha sez ar gumun e kêr Kos[1]. 30 947 den zo o chom en enezenn.
Kos zo meneget en Ilias Homeros e "Katalog al listri" a gaver en eil kan[2]. Kontañ a ra Homeros e tegasas gant Kalimnos, Nissiros, Kassos, ha Karpatos, tregont lestr dindan renerezh Fidippos hag Antifos da arme Agamemnon hag Akilles. En Henamzer e oa anavet Kos abalamour d'he skol vedisinerezh brudet, kenvreuriezh an Asklepiaded. Hippokrates eo moarvat an enezad brudetañ a oa ganet eno biskoazh.
E digor ar porzh e c'haller gwelet c'hoazh ur c'hreñvlec'h savet e 1315 gant marc'heien Urzh Sant Yann Jeruzalem.
En Impalaeriezh otoman e voe an enezenn etre 1525 ha 1912. D'ar mare-se e voe aloubet gant Italia, evel ul lodenn vras eus inizi an Dodekanesa. Goude diskar Italia Mussolini e 1943 e oa roet lañs da emgann an Dodekanesa gant Breizhveuriz e miz Gwengolo 1943, mes o soudarded a gollas emgann Kos e 1943 hag ul lodenn eus an Dodekanesa. Adkemeret e oa Kos neuze gant an arme alaman betek 1945. Goude ma kodianas an Alamanted e teuas Kos da vezañ ur vro warezet dindan Breizh-Veur e-doug daou vloaz a-raok dont da vezañ ul lodenn eus Bro-C'hres e 1947 evel Dodekanesa a-bezh.